Pevar Levr ha Pemp Klaselour

Ar Pevar Levr ha Pemp Klaselour, sinaeg 四書五經, pinyin sì shū wŭ jīng “pevar levr pemp klaselour”[1], a reer e Sina eus levrioù hengounel bet skrivet da vare an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù (~772-~475 KJK) hag ar Stadoù Brezelour (475-221 KJK).
An andon d'ar Gonfusianegezh eo ar Pemp Klaselour, ha war ar Pevar Levr e voe savet an Nevez-Konfusianegezh[2].
Ur genreizhiad gempouez zo anezho hervez red ar studioù konfusian : ne c’haller ket studiañ an danvez-mañ-danvez en ur lezel ar re all a-gostez, rak mar greer e c’hwiter war ar pal – hollret eo neuze bezañ gouiziek a-zivout ar Pevar Levr hag ar Pemp Klaselour a-benn bezañ ur junzi, un den a enor[3].
Adalek ar 6vet kantved GJK, e-kerzh ren ar remziad Sui (581-618), e voe lod skridoù konfusian lakaet e korf Arnodennoù an Impalaeriezh, a ranked tremen a-benn bezañ kargad e Melestradur an impalaeriezh.

  1. http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html (diwar ar geriadur-se e teu kement kealarouez a gaver er pennad-mañ)
  2. http://ctext.org/confucianism
  3. "Junzi" : gwelit Konfusianegezh.

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search